Relativelezh en bras
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar relativelezh en bras pe deorienn ar relativelezh en bras a zo un teorienn fizikel diazez war ar gravitadur a ginnig reizhadennoù d'ar gravitadur newtoniad, dreist-holl war al live makroskopik, da lavared eo en egor pa vez kaoz eus ar stered hag ar planedennoù.
A relativelezh en bras a c'hell bezañ sellet outi evel un astenn d'ar relativelezh en strizh, houmañ o reizhañ ar mekanikerezh newtoniad pa vez kaoz eus an tizhoù bras-tre. Ar relativelezh en bras en deus ur perzh dibar e-touezh an teoriennoù fizikel pa tispak ar park gravitadurel evel ur fenomenn geometrel.
Evit mont pellañ e gelenn an teorienn e vez krommet ar spas e-lec'h m'emañ gant pep a dra a zo ur mas ganti. E grommadur a zo kevatal d'ar gravitadur. Kaoz a zo erfin eus fiñv ar c'horfoù er spasoù kromm ha an deorienn a zo bet trec'h da nep arnodoù-prouiñ abaoe m'eo bet embannet gant Albert Einstein e 1915.
Un diazez evit meur e gelennoù eo deuet da vezañ an deorienn-mañ : astronomiezh, kosmologiezh hag astrofizik. Deskrivañ a ra ent-reizh hag ent-resis meur a fenomennoù ne oa ket ar fizik klasel evit displegañ anezho, fiñv periheliennek ar planedennoù pe grommadur goulou ar stered gant an Heol da skouer. Ganti eo bet posubl rakwelout ma vije kavet ar gwagennoù gravitadurel, an toulloù du hag emledadur an Hollved. Koulskoude ne seblante ket da Einstein e oa an Hollved o emledañ, met kendrec'het eo bet o welout disoc'hoù arselladurioù ar galaksiennoù gant Edwin Hubbles.
P'eo bet savet an deorienn dispac'hel all, mekanikerezh ar c'hwanta, goude ul labour a-stroll, ar relativelezh en bras a zo bet formulet gant un den hepken, Einstein, mat harpet eo bet gant Marcel Grossman evit ar matematikoù implijet.
Da vezañ kendalc'het