Republik roman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
War-dro 509 kent Jezuz-Krist e oa bet skarzhet ar roue etrusk diouzh Roma gant an annezerien. Savet e oa ur republik, e latin res publica, da lavaret eo an dra publik (pe foran) evit merkout e oa treuzwelusoc'h ar renad.
Taolenn |
[kemmañ] Magistraded ha Sened
Renet e oa Roma gant magistraded dilennet gant an holl geodediz, met evit ur bloavezh hepken. Votet e oa al lezennoù gant an holl geodediz ivez. Ur Sened, tri-c'hant henvagistraded ennañ, a veze i izili anvet gant ar sensored, an uhelañ magistraded. Ne rene ket ar Sened , met e roe alioù a-bouezh bras ha den ne grede chom hep heuliañ anezho dre aon e c'hoarvefe dezhañ darvoudoù fall. Embann a rae ar Sened Senatus-consultum ha ma veze ar republik en argoll e c'hell votiñ un urzh evit ar goñsuled : Caveant consules ne quid detrimenti res publica capiat (Ra diwallo ar gonsuled ma ne c'hoarvez d'ar republik digoll ebet). Ma oa un arvar milourel bras e c'hellfe ar Sened envel un diktator hag ur mestr ar varc'hegiezh evit kondui an armeoù.
[kemmañ] Pobl Roma
Ur seurt demokratelezh e oa e Kêr Roma pa veze votet an holl lezennoù gant bodadeg ar Bobl, ar C'homitia tributa(bodadeg ar meuriadoù) e veze graet eus outo. Koulskoude e oa un vodadeg bihan ha ne veze aotreet dibab an izili nemet d'ar re binvidik. Ar C'homitia centuriata-mañ a oa karget envel ar vagistraded uhel. Dre vras e rene aferioù Roma ar re binvidik.