Reter-nesañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rann eus ar bed e reter ar Mor Kreizdouarel eo ar Reter-nesañ. Anvet e vez evel-se gant ar broioù lec'hiet tost d'ar mor-se, Bro-C'hall, Italia, Portugal ha Spagn da gentañ. E broioù norshañ hag er mediaoù saoznek e kaver gwelloc'h ober gant Reter kreiz (Middle East e saozneg) peurvuiañ. Kinniget ez eus bet un anvadur all, Gevred Azia, ha n'eo ket savet diwar savboent tud Europa, met ne vez ket implijet kalz. Egipt, daoust m'emañ en Afrika, a seller outi evel ur vro eus ar Reter nesañ.
[kemmañ] Riezoù a-vremañ a c'heller lec'hiañ er Reter-nesañ
N'eo ket termenet mat harzoù ar rannved, met sur eo ez a ar riezoù-mañ e-barzh ar Reter-nesañ :
Met, a-wechoù e vez ouzhpennet Turkia ha Kiprenez
Ar reter kreiz, termenet gant an IATA, an termenadur damofisiel nemetañ, a endalc'h Iran, Arabia Saoudat, Koweit, an Emirelezhioù-Unanet ha Yemen ouzhpenn.
[kemmañ] Perzhioù ar rannved
E kreiz an takad ez eus ar C'hresk strujus, un takad ma'z eus stêrioù bras ha douaroù frouezhus dindan an heol a zegas ur gounezerezh efedus. Aze eo bet diorroet ar gounezerezh e mare ar Neolitik hag e Mezopotamia (traoñiennoù an Eufrat hag an Tigr hag hini an Nil e penn all ar c'hresk) ken eo bet krouet ar c'hêrioù meur kentañ eno.