Reun ar C'halan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur skrivagner brezhonek hag ur c'helenner skol-veur war al lennegezh c'hallek eo Reun ar C'halan (René Galan da anv ofisiel).
Ganet eo bet e 1923 e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed).
Aet eo da heul e dad, gant ar familh a-bezh, d'ar Stadoù-Unanet pa oa 5 bloaz.
Deuet eo da Vreizh war e giz a-benn mont war e studi, e Kemper, e Brest ha da c'houde e Roazhon. Kemeret en-deus perzh en obererezh an Harzerezh. Bet eo bet ofiser el lu gall.
Aet eo d'ar Stadoù-Unanet adarre goude, e-lec'h m'emañ o chom abaoe. Savet ha douget en deus un dezenn skol-veur eno. Bet eo bet kelenner e Skol-Veur Yale ha goude e Wellesley College (Massachusetts). Arbennik eo war ar varzhoniezh, ha da gentañ war oberennoù Charles Baudelaire, Jean Cocteau ha Sain-John Perse.
Ur barzh brezhonek eus ar re wellañ eo Reun ar C'halan hag an darn vuiañ eus e varzhonegoù zo bet embannet gant ar gelaouenn lennegel Al Liamm.
[kemmañ] Oberenn
Ul lennadurezh klok a zo bet embannet gant Al Liamm, Eost 2005, niverenn 351, p. 98-117.
[kemmañ] Oberennoù pennañ
- L'âme celtique de Renan, 1959.
- Saint-John Perse, 1972 (saozneg).
- Levr ar blanedenn, 1981.
- Klemmgan Breizh, 1985.
- Lorc'h ar rouaned, 1989.
- Pennadoù skridvarnouriezh embannet gant Al Liamm dindan an titl "Selladoù war lennegezh hag istor Breizh"
- E vuhezskrid embannet e div lodenn gant Al Liamm e 2004 ha 2005.
[kemmañ] Pennadoù Al Liamm
Setu roll e bennadoù bet embannet e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.
- Barzhonegoù :
- - Planedenn ar barzh kozh, niv. 193, p. 83.
- - An deizioù du, niv. 203, p. 405.
- - Harlu mibien Uisnec'h (1/2), niv. 208, p. 301.
- - Harlu mibien Uisnec'h (2/2), niv. 209, p. 371.
- - Serr-noz er Gouelec'h, niv. 215, p. 328.
- - Ar steredenn du, niv. 216, p. 6.
- - Klemmgann Breizh : I- Bleuñv an huñvre, niv. 217, p. 83.
- - Klemmgann Breizh : II- Skeudenn ar garantez, niv. 217, p. 84.
- - Klemmgan Breizh : III- Levenez ar C'hilhog, niv. 218, p. 163.
- - Klemmgan Breizh : IV- Gouel an hañv, niv. 218, p. 164.
- - Klemmgan Breizh : V- Ar gouskerien gollet, niv. 219, p. 249.
- - Klemmgan Breizh : VI- Ar goantenn e Koad ar C'housk, niv. 219, p. 250.
- - Klemmgan Breizh : VII- Dor an noz, niv. 222, p. 3.
- - Klemmgan Breizh : VIII- An dalled, niv. 222, p. 4.
- - Klemmgan Breizh : IX- An amzer gent, niv. 223, p. 105.
- - Eneoù 'zo, niv. 258, p. 3.
- - Pedenn evit ar varn diwezhañ, niv. 284, p. 198.
- - Mojenn, niv. 295, p. 104.
- - Achantourezh ar morganezed, niv. 307, p. 159, bet savet gant Jorge Guillén ha troet e brezhoneg gant Reun ar C'halan
- Danevelloù :
- - Malinal, niv. 191, p. 409.
- - An den na gouske morse, niv. 202, p. 326.
- - Al lestr melen glas, niv. 272, p. 174.
- - Adskeudennoù, niv. 278, p. 205.
- - Laora, niv. 337, p. 35.
- - Enza, niv. 338, p. 16.
- - Ur skouarn evit Van Gogh, niv. 352, p. 30.
- - Ar Samaritan mat, niv. 353, p. 37.
- Eñvorennoù :
- - War hentoù an tremened (lodenn gentañ), niv. 333, p. 3.
- - War hentoù an tremened (eil lodenn), niv. 351, p. 3.
- Studiadennoù :
- - Stumm ha ster ar stourm speredel e «Komzoù Bev», niv. 240, p. 12.
- - Al lennegezh vrezhoneg ha skridvarnouriezh an amzer vremañ (1/3), niv. 286, p. 361.
- - Al lennegezh vrezhoneg ha skridvarnouriezh an amzer vremañ (2/3):, niv. 287, p. 512.
- - Al lennegezh vrezhoneg ha skridvarnouriezh an amzer vremañ (3/3), niv. 288, p. 38.
- - An oberenn lennegel hag an Emsav, niv. 289, p. 154.
- - An ad ludendumne an ad scribendum : skrivañ = c'hoari ?, niv. 290, p. 252.
- - Victor-Hugues Gault, diaraoger ar varzhoniezh arnevez, niv. 292, p. 332.
- - Ar spered broadel ha lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, niv. 293, p. 455.
- - Galvedigezh keltiek Meven Mordiern, niv. 294, p. 24.
- - Orin ar simbol, niv. 294, p. 66.
- - Selladoù ouzh buhez an emsav - Lizhiri Frañsez Vallée : 1916-1939 (1/2), niv. 296, p. 243.
- - Selladoù ouzh buhez an emsav - Lizhiri Frañsez Vallée : 1916-1939 (2/2), niv. 298, p. 360.
- - Meven Mordiern hag Impalaerouriezh Vro-C'hall (1/2), niv. 300, p. 59.
- - Gwallreuzioù Gordon Thornton-Smith the third, niv. 302, p. 272.
- - Jack Kerouarc : touelloù ha disouezhadennoù, niv. 305, p. 518.
- - E koun André Pieyre de Mandiargues, niv. 306, p. 15.
- - Jorge Guillén, barzh ar Boud, niv. 307, p. 152.
- - Me gloazet, Howard Phillips Lovecraft, niv. 312, p. 9.
- - Pajennoù evit Bro Nevez I. (1/2), niv. 313, p. 59.
- - Pajennoù evit Bro Nevez II. (2/2), niv. 315, p. 45.
- - Baudelaire, Diouganer an Arz Nevez, niv. 316, p. 62.
- - Ar varzhed touellet : Baudelaire, Mallarmé, Verlaine, Rimbaud, niv. 322, p. 53.
- - Evezhiadennoù diwar-benn Nozvezh Arkuz e beg an Enezenn, niv. 324, p. 83.
- - Saint-John Perse, barzh an hollved, niv. 329, p. 68.
- - Stumm ha ster ar stourm speredel e barzhonegoù Maodez Glanndour, niv. 331, p. 78.
- - Cocteau hag an Doueed, niv. 334, p. 45.
- - Renan hag ar brezhoneg, niv. 335, p. 83.
- - Un diaraoger amerikan d'an Diveiz : Herman Melville, niv. 350, p. 37.