Wikipedia:Rummadiñ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kavet e vo amañ un nebeut kuzulioù ha mennozioù evit sevel rummadoù.
[kemmañ] Da betra servij rummata
[kemmañ] Penaos rummata en un doare efedus
- Sellet ma 'z eus dija rummadoù war tem ar pennad
- Krouiñ rummadoù resis, met sklaer
- Lakaet e vez ar rummadoù el liester war ar wikipedia brezhonek (ur bennaenn ofisiel eus ar wikipedia brezhonek eo ar reolenn-mañ): rummad:strolladoù sonerezh rock, rummad:amprevaned ha ket rummad:strollad rock, rummad:amprevan da skouer
- Ne dalv ket ar reolenn-mañ evel-just pa reer dave d'un dra resis, d'ur stroll, d'ur mennoz difetis, h.a. : rummad:Eil Brezel Bed, rummad:sokialouriezh, h.a.
- Ma kavit ur rummad enni ouzhpenn 100 pennad e talvez moarvat ez eo ret krouiñ is-rummadoù
- Dre vras ez eo gwelloc'h chom hep lakaat ur pennad en ur rummad hag unan (pe meur a hini) eus e is-rummadoù
[kemmañ] Lec'hiadur ar merkerien rummadoù
Ez-teknikel e c'heller lakaat ar merker e lec'h ma vez c'hoant war ar bajenn (penn-kentañ, kreiz, fin): krouet e vo ar rummadoù en hevelep doare. Da ziwall 'zo avat: lakaat ar merkerien e penn-kentañ pe e kreiz ar bajenn a grou linennoù gwenn ouzhpenn. Ouzhpenn-se n'eo ket gwall pleustrek. Kuzuilhet e vez eta:
- Strollañ merkerien ar rummadoù e fin ar bajenn (just a-raok ar rummadoù etrewiki)
- Lakaat ul linenn wenn a-raok ha war-lerc'h ar merkerien rummadoù
- Kemeromp skouer ar c'hazh :
linenn wenn [[Rummad:Loened ti]] [[Rummad:Felidae]] [[Rummad:Kazh]] linenn wenn [[ast:Gatu]] [[cy:Cath]] [[en:Cat]] [[fr:Chat]] h.a.