Samzun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Samzun, pe sant Samzun, zo ur manac'h brezhon, deuet eus Kembre a voe eskob kentañ Dol. Unan eus ar seiz sant diazezer enoret e Breizh eo .
Taolenn |
[kemmañ] Ar richenn
Samzun a zeuas er bed e Kembre war-dro ar bloaz 480. E dud, Amon a Dyved hag Anna a wGwent, a oa pennoù uhel. Fiziañ a raed o mab da sant Iltud, abad manati Llantwit e-kichen Kardizh. Gant aotre sant Iltud, Samzun en em dennas en Enez Kaldey evel penitiour. Goude-se e yeas Samzun da abad Llantwit.
Meur a vloaz goude, da Sul-Fask, ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras dezhañ treuziñ ar mor. En em lakaat a reas raktal en hent ha douarañ a reas en aber Gwioul, e Breizh-Uhel. Deuet e oa e genderv; sant Maelor (latin : Maglorius) gantañ. Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer manati ha eskopti brudet Dol. Difennour ar bobl hag ar gwir, Samzun a varvas war-dro ar bloaz 565.
[kemmañ] Gouel
Lidet eo sant Samzun d'an 28 a viz Gouere.
[kemmañ] An testennoù
Meur a santvuhezskrid a zo diwar-benn sant Samzun :
- Vita Ia Samsonis
[kemmañ] Levrlennadur
(e galleg :)
- Recherches sur l'hagiographie armoricaine du VIIème au XVème siècle Tome 1 : Les saints bretons, témoins de Dieu ou témoins des hommes - Bernard Merdrignac - (Dossiers du ce.R.A.A. 1985)