Sant Kaourintin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Unan eus ar seizh sant diazezer eo Sant Kaourintin (Corentin e galleg). hervez an hengoun, e oa kentañ eskob Kemper er VIvet kantved.
Taolenn |
[kemmañ] Ar richenn
Ganet e oa bet sant Kaourintin e Bro-Gerne unan eus pastelloù Breizh. En em dennañ a reas e-pad meur a vloavez da ren eur vuhez a benitiour (pe ermid) e koad ar Porze e traoñ ar Menez-C'hromm. Deuet e oa ar roue Kerne, Grallon, evit goulenn d'ar sant ma fell dezhañ bezañ eskop Kemper.
Gwelet a reas ar roue penaos e tenne Kaourintin e voued diwar ur burzhud pemdeziek : edo ur peskig o vevañ en ur feunteun nes d'ar peniti ha bemdez e kemere diouti ar penitiour al loenig evit troc'han un darn kig a oa e zamm boued evit an deiz. Met, goude bezañ bet adlakaet en dour e teue ar c'hig war gein ar peskig endro. Kaourintin a yeas da gentañ eskob Kemper, met e rannas e vuhez etre e labour a eskop hag e vuhez a lean a zalc'has atav.
Skuizh gant ar c'harg e klasas kinnig anezhañ da sant Ronan, e amezeg, met ur wiadenn-gevnid burzhudus a viras Kaourintin ouzh digeriñ dor peniti sant Ronan. Marteze e varvas war-dro 530. Gourdisten, abad Landevenneg, a savas e veuleudi war-dro 800.
E relegoù, strewet e meur a vro (e Marmoûtier ; e Abington, Waltham ha Glastonbury e Breizh-Veur) pa sailhas an Normaned e Breizh, a zo bet, darn anezho, rentet da Iliz-Veur Kemper, el lec'h ma vezont enoret.
[kemmañ] Gouel ha lec'hioù dediet
Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh Ploudiern (hag e weler o vont di ar feunteun vurzhudus), Enez Sun ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da iliz-veur Kemper. E Kernev-Uhel ez eus anv anezhan er Vourc'h-Kozh (Kintin) ha Sant-Konan. Ur chapel a zo war e anv e Skrignag, e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant Yann-Vari Perrot, hag eñ person ar barrez, a voe lazhet e 1943 en ur zistreiñ war droad eus ar pardon.
[kemmañ] Stummoù ha deveradurioù
Kaourantin, Kaourant, Kaour(ig), Tin(ig), Kaourintina, Kaourantina, Kaoura, Tina(ig). Ar stumm henvrezhonek a zo cobrant. N'eo ket sklaer ar ster. Pe eo ar ster nes d'an heniwerzhoneg cobair = sikour pe nes d'ar ger keureug a dalvez evit eog-red.