Scottish National Party
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar Scottish National Party (Pàrtaidh Nàiseanta na h-Alba, "Strollad Broadel Skos") a zo ur strollad politikel eus an tu-kleiz a glask gounit frankiz bro-Skos. An eil strollad pouezusañ er vro eo. Gant Plaid Cymru en deus liammoù kreñv ha kenlabourat a ra o c'hannaded e parlamant Westminster. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.
[kemmañ] Istor
Krouet e voe ar Scottish National Party e 1934 dre unvaniezh an National Party of Scotland hag ar Scottish Party. E sez kentañ a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas Robert McIntyre mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas e sez tri miz diwezhatoc'h.Ur sez nevez a c'hounezas e 1967 pa voe dilennet Winnie Ewing da gannadez e pastell-vro Hamilton. D'ur strollad pouezus e lakaas an dra-se ar SNP hag abeg aozadur ar C'Hilbrandon Commission e voe. E gont gwellañ a c'hounezas 1974 pa zegemeras war-dro 30% ar mouezhioù. 11 a gannidi eñ-deus bet neuze e parlamant Westminster.
Adalek aozadur ar Parlamant Skosat e 1999 eo aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e bro-Skos.