Shabaa
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur gêr e Siria eo Shabaa. 87 km e kreisteiz Damask emañ, e Jabal el Druze er broviñs Muhafazat as Suwayda. Philippopolis e oa anvet e-pad an impalaeriezh roman.
[kemmañ] Istor
Kêr ganidigezh an impalaer roman Fulup an Arab e oa Shabaa. Pa gemeras ar galloud, e krogas gant adsevel ar gêr; Philippopolis e oa anvet krediñ a reer e fell d'an impalaer da sevel monumantoù niverus. Ar raktres a voe dilezet, avat, goude e faezhidigezh hag e varvelezh e-pad emgann Verona e 249.
Kalz rivinoù roman ez eus c'hoazh er gêr.