Simbol kimiek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar simboloù kimiek a zo anezho berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek. An holl elfennoù naturel o deus ur simbol, dezhañ ul lizherenn pe ziv. Elfennoù 'zo, krouet gant mab-den, o deus ur simbol da c'hortoz, dezhañ teir lizherenn. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all.
Renket eo ar simboloù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer :
- .
Dre ma vez deveret alies ar simboloù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianeg an elfennoù e c'hellont bezañ disheñvel mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : Na evit sodiom (latin natrium) hag Fe evit houarn (latin aurum).
E Sina e vez roet un ideogram evel simbol da bep elfenn gimiek. Ar pep brasañ anezho a zo bet krouet a-ratozh evit se.
Gallout a ra ar simboloù kimiek cheñch evit diskouez hag-eñ e vez kaoz eus un izotop resis eus an atom, hag ivez evit diskouez doareennoù all e-giz stad ionizadur hag oksidadur ar c'hompozennoù kimiek.
Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o simbolennoù, sellet ouzh :
- Roll an elfennoù hervez o simboloù
- Roll an elfennoù hervez o anvioù
- Roll an elfennoù hervez o niverennoù
- Taolenn beriodek an elfennoù