Smilodon populator
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Smilodon | ||||
Anv skiantel | |||||
Smilodon populator Lund, 1842 |
|||||
|
Ar Smilodon populator a zo un tigr dent sabrenn hag a zo deuet war-wel en Amerika an norzh war-dro ur milion a vloavezhioù 'zo. Aet eo da get 10 000 a vloavezhioù'zo. Kalz brasoc'h eo eget e gendirvi, ar Smilodon fatalis hag ar Smilodon gracilis. Un uhelder a 120 cm en deus hag ag an hevelep ment hag ul leon bras eo. Etre 200 ha 300 kg eo e bouez.
Pa gejas Amerika ar Su gant Amerika an norzh e c'hounezas kigdebrerien an norzh tachennad an evned ramz a oa ar prezherien pennañ er su. Ur c'hevezerezh a zo bet kenetrezo ha da get eo aet an evned. Aloudabeg ar smilondon a gasas da get al leon godellek ivez. Dent sabrenn en doa hemañ ivez hag unan eus ar prezherien brasañ en Amerika ar Su e oa.
Aet eo ar Smilodon populator da get pa'z eo deuet e breizhoù da re brim evit ma ve gouest d'o zapout. Gant felidaeed all, gwevnoc'h ha buanoc'h, e voe kemeret e blas.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Smilodon fatalis
- Smilodon gracilis
- Tigr dent sabrenn