Svetozar Gligorić
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Svetozar Gligorić (Светозар Глигорић), bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1923 e Beograd (Serbia).
Mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat.
Mestr Meur Etrebroadel eo.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Paour e oa e familh. Ar c'hentañ gwezh ma welas tud o c'hoariñ echedoù a oa en un davarn nepell eus e di. Unnek vloaz edo pa grogas gant ar c'hoari, bet kelennet dezhañ gant un den kemeret da bañsionour gant e vamm (marvet oa e dad). Abalamour d'an diouer ag argant, rankout a reas kempenn ur c'hoari e-unan gant stouvoù boutailhoù gwin. Mat en em dennas eus e studi war an danvezioù boutin ha war ar sportoù, pezh a dalvas dezhañ bout pedet da gemer perzh e anv e skol d'ur gouel evit deiz-ha-bloaz ar priñs Pêr hag a zeuas da vout ar Roue Pêr II eus Yougoslavia.
Ur partizan e voe er Rezistañs en e vro e-pad an Eil brezel bed.
[kemmañ] Oberenn skrivet
- Svetozar Gligorić, I Play Against Pieces, Batsford, 2002.
[kemmañ] Ul levr diwar e benn
- David N. L. Levy, The Chess of Gligoric, World Publishing, 1972.