Tchotki
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un tchotki (ruseg: Чё́тки) a zo anezhañ un doare chapeled graet gant ur c'helc'hig danvez, peuliesañ gloan, warnañ meur a skoulm. Implijet e vez evit pediñ gant gristenion/ezed zo, dresit-holl re Ilizoù Katolik Lidoù ar reter ha re Ilizoù Reizhkredennel (pe Ortodoksel) ar Reter.
Peurliesañ e vez kavet 100 skoulm war bep tchotki, met a-wechoù e vez kavet 50 pe 33 skoulm ivez. E penn ar c'helchig e vez kavet ur groaz ha boulloù etre pep renkad skoulmoù. Un toupenn a vez staget ivez ouzh ar re hirañ evit sec'hiñ an daeroù bet skuilhet oc'h ober koun eus ar pec'hedoù.
Kontet e vez gant an tchotki an niver a wezhoù ma vez lâret Pedadenn Jezuz: "Aotrou Jezuz Krist, mab Doue, bez madeluz ganin, ur pec'hour".
Sañset e oa bet ijinet an tchotki gant Sant Pac'homius en IVvet Kantved evit sikour ar menec'h na ouie ket lenn da gas da benn o fedadennoù en un doare reizh.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Chapeled
- Lestovka