Testamant Nevez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Testamant Nevez zo ul lodenn eus ar Bibl ha ne gaver nemet er Bibl kristen, hag ennañ:
- ar pevar aviel, a zezrevell buhez Jezuz
- aviel Mazhev
- aviel Mark
- aviel Luk
- aviel Yann
- Oberoù an Ebestel, ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
- Lizhiri an Ebestel,
- lizhiri Paol da gentañ-penn, ar re niverusañ
- lizhiri an ebestel all, Pêr, Yann, ha Jakez
- an Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.