Teweg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh kiowek-tanoek eo an teweg (tewa), komzet gant 1.298 den (1980) eus ar bobl-orin Pueblo (pobl) chom dreist-holl e Rio Grande e Mec'hiko Nevez hag e norzh Santa Fe. Komzet e evz ivez gant an dud eus ar meuriad tewek a zo o chom e annezlec'h an Hopied en Arizona.
Komzet e vez ur rannyezh disheñvel e pep annezlec'h:
- Rannyezh Nambe: (50 den)
- Rannyezh Pojoaque: (25 den)
- Rannyezh San Ildefonso: (349 den)
- Rannyezh San Juan: (495 den)
- Rannyezh Santa Clara: (207 den)
- Rannyezh Tesuque: (172 den)
Daoust ha m'az eus bet ijinet an tu da skrivañ an teweg gant an lizherenneg latin, peurliesañ ne vez ket skrivet ar yezh-mañ.