Thaksin Shinawatra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
D'ar 26 a viz Gouere 1949 e oa bet ganet Thaksin Shinawatra (taieg: ทักษิณ ชินวัตร, distagadur: [tʰáksǐn tɕʰinnawát]).
Kentañ Ministr Thailand eo bet. D'an 9 a viz C'hwevrer 2001 e oa bet anvet gant ar roue Rama IX.
Roet e oa bet lamm dezhañ dre un taol-stad d'an 19 a viz Gwengolo 2006 pa oa e New York evit emvod-meur an ABU.
