Trema
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An trema, pe an daou bik (diaeresis en saozneg, trema en yezhoù all) so ur sin-diforc'hañ deus an lizherenneg latin, hag a ziskouez evel daou boent a-us ur vogalenn.
Ar galleg implij anehañ da verkañ ur vogalenn da voud distaget distag deus unan all en heh raog : naïve, Noël, ambiguïté, aiguë, Pierre Louÿs.
Ar spagnoleg a ra memes mod ewid dispartïañ an digram gu araog e pe i : vergüenza, lingüística. Ar portugeg brasilian a skriv iwe cinqüenta.
Ar brezhoneg a ra gant ï a-wezhoù : studïoù, alïes, ha sinusoïd (koulskoude ne vez ked skrivet skoït), ha gant ü e-barzh eürus, reünissañ... Ar c'hembraeg a ra memes-mod : copïo. (War an o e ra brezhonegerion so gant an tired kognek, ewid diferañsañ trôad /'troad/ deus troad /'trwad/.)
An izelvroeg, ur yezh hag a ra gant kals divc'hrafennoù à ziw vogalenn, a implij anehañ en gerioù kemeret douzh yezhoù latin evel tetraëder, naïviteit, reële, geïnd, reünie, conciërge, koloniën, poëzie, egoïsme, coördinatie, ruïne, vacuüm...
Yezhoù all a ra gant an ë ewid merkañ ar « schwa », pe ewid merkañ ema mud ar vogalenn (galleg « de Staël » /stal/).
Notenn : An trema so dishañval deus an umlaut.