Tuadur reizhel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez an termen 'tuadur reizhel evit komz eus an darempredoù reizhel an dud hervez rev an dud ma vezont sachet oute pe ivez d'o pratikoù reizhel en un doare ledanoc'h. Alies e vez lakaet an termen koshoc'h-mañ implijet dreist-holl er bloavezhioù 1970-80 da vezañ heñvelster gant an termen nevesoc'h revelezh denel.
Daoust ha ma hañval bezañ liammet stadoù-den revel-se ouzh an tuadur reizhel, n'eo ket eeun al liamm-se dre ret atav, rak unan a c'hell bezañ arallrevour ha kaout darempredoù gant paotred all gwecha ha gwechall (s.o. MSM) pe c'hoazh heñvelrevour ha chom hep kaout darempredoù reizhel ebet.
Ledan-tre e c'hell bezañ ster an tremen tuadur reizhel oc'h ober dave da pratikoù an dud dre vras kentoc'h evit deskrivañ o revelezh hervez rev an dud ma karont pe ma klaskont kaout darempredoù reizhel gante pe get, evel an dud amreizhel pe emrevel.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Revelezh denel
- Stad-den revel
- Arallrevelezh
- Heñvelrevelezh
- Divrevelezh
- Hollrevelezh
- Kizrevelezh
- Treuzrevelezh
- Gae
- LGBT
Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |