Union Valdôtaine
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Union Valdôtaine (Unvaniezh Traonienn Aosta) a zo ur strollad politikel emrener eus ar c'hreiz a zifenn gwirioù ar bobl a gomz arpitaneg e Traoñienn Aosta. Krouet e voe d'ar 13 a viz Gwengolo 1945. N'eo ket un darn eus ur c'hevread ha votiñ a ra alies asambles gant an tu-kleiz. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo en un doae ofisiel met ne gemer mui he c'hannad perzh en oberiantizoù ar c'hevread abaoe 1999.
E dilennadegoù broadel 2001 e c'hounezas daou sez : Ivo Collè er parlamant hag Augusto Rollandin er sened. E dilennadegoù 2006 e yeas kuit eus e gevread gant an tu-kleiz da aozañ ul listenn unanet, "Vallée d'Aoste Autonomie - Progrès Fédéralisme", hec'h anv, gant daou strollad bihan Stella Alpina ha Fédération Autonomiste. An diviz a voe abeg un disrann er strollad ha war-dro 50 eus e izili, prezidant kozh ar rannvro, Carlo Perrin, en o zouez, a yeas kuit eus ar strollad da grouiñ Pour une Union Valdôtaine Libre.
30% eus ar mouezhioù a c'hounezas an Union Valdôtaine evit an dilennadegoù d'ar parlamant ha 32% evit re ar sened, ar pezh na oa ket a-walc'h da gaout ur c'hannad.
Guido Cesal eo sekretour ar strollad abaoe kendalc'h Saint-Vincent e 2006.