Urien, roue
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Urien a oa roue Rheged, en Hen Ogledd Enez Vreizh, er VI-vet kantved, war-dro 550-590). Tad e oa da Owain mab Urien.
[kemmañ] Istor
N'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn. Mab e oa da g-Cynfarch Oer ha stourmet en deus ouzh Angled rouantelezh amezek Bernikia. Alies e veze dizemglev etre ar rouaned vrezhon, pa ne veze ket brezel, met pa gerzhent a-unan e c'hallent trec'hiñ war an Angled, evel a rejont meur a wech.
Meulet eo bet e emzalc'h en emgann gant Taliesin, a oa barzh en e lez.
Hervez Historia Britonnum e voe lazhet war c'hourc'hemenn Morcant ur roue brezhon all a vage gwarizi ouzh e drec'hioù.
[kemmañ] Mibien
Pevar mab en doa, Owain, Riwallawn, Run ha Pascen, a voe rouewar e lerc'h.
[kemmañ] Mojenn Arzhur
'King Urien of Gore' eo-eñ e mojenn ar roue Arzhur, hag Ywain eo e vab.