Voroeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh finnek-ougrek eo ar voroeg (võro kiil´), komzet gant tro-dro da 70.000 den e mervent Estonia e eizh parrez historel Võromaa (Karula, Harglõ, Urvastõ, Rõugõ, Kanepi, Põlva, Räpinä ha Vahtsõliina). Kavet e vez meur a voroeger ivez e Tallinn, Tartu hag en Estonia a-bezh.
War-digesk ec'h ae ar yezh dre vras goude ar bloabezhioù 1880, met ul luzk nevez a voe roet dezhi ur c'hant vloaz bennaket war-lerc'h er bloavezhioù 1980.
Bremañ avat, daoust ha ma vez kelennet er voroeg ur wech ar sizhun e 26 skol hag daoust d'ar gelaouenn e voroeg Uma Leht embannet div wech pep miz, emañ ar yezh en arvar dre ma nac'h gouarnamant Estonia he skoazhellañ hag he gwareziñ evel m'emañ dleet.
Skrivet e vez ar voroeg gant al lizherenneg latin.