Weneted
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a rae o ziriad gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui.
Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin).
Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia penaos o doa ar Weneted klasket sevel un emsavadeg a-enep ar Romaned e Kornôg Arvorig pa oant merdeerien a-zoare hag o doa listri-brezel bras.
Kezar en doa lakaet galeoù da vezañ fardet e genoù al Liger. An emgann bras war vor a grogas etre listri ar Weneted ha listri Kezar e 56 kent Jezuz-Krist e-tal ar Mor bihan.