Wikeriadur
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Wikeriadur a reer eus ur raktres stroll a venn sevel ur geriadur liesyezh frank a wirioù gant termenadurioù, etimologiezhioù ha distagadurioù e kement yezh ha ma vo tu. Tu geriadurel an holloueziadur Wikipedia eo ar wikeriadur.
Da gompren ar c'hemm zo etre ar geriadurioù hag an holloueziadurioù e c'haller lavaret e tispleg ar geriadurioù ar gerioù tra ma tispleg an holloueziadurioù an traoù.
[kemmañ] Framm
Pal ar wikeriadur eo bezañ liesyezh da vat. E meur a yezh emañ ar penngerioù hag an termenadurioù.
Ar wikeriadur eo anv rann ar raktres ma kaver ennañ termenadurioù e brezhoneg eus gerioù a zeu eus kalz yezhoù all met ivez, evel-just, eus ar brezhoneg e-unan. Er Wiktionary e vo kavet an termenadurioù e saozneg hag er Wikizionario an termenadurioù en italianeg. Ar mennozh zo a-dreñv eo e c'hallfemp kavout un deiz bennak termenadurioù e wolof eus gerioù en inuktitut.
Gwarezet eo danvez ar wikeriadur gant ar GNU Free Documentation License, a pezh a dalvez n'eo ket perc'hennet an danvez anezhañ hag e chomo evel-se da viken.
[kemmañ] Istor
Daniel Alston, anvet ivez Fonzy, eo unan eus diazezerien bennañ ha luskerien kentañ ar raktres. Digoret eo bet ar raktres kentañ e saozneg war http://wiktionary.wikipedia.org d'ar Yaou 12 Kerzu 2002 da 6 h 40 UTC, ha goude-se eo bet adkaset war http://www.wiktionary.org d'ar 26 Kerzu 2002.
Digoret eo bet al lec'h evit degemer ar wikeriadur brezhonek gant Spacebirdy, ur wikipedour eus Island d'an 18 Gwengolo 2005. Etre Gwengolo ha dibenn 2005 e voe skrivet ar frazennoù brezhonek kentañ war ar bajenn degemer gant implijerien dizanv deuet eus ar wikipedia brezhonek ha d'an 8 a viz C'hwevrer 2006 e voe krouet ar patromoù kentañ gant MP, ar wikipedour kentañ en deus krouet ur gont war ar wikeriadur. D'an hevelep deiz e voe krouet ar pennad kentañ gant MP diwar-benn ar ger afal, aval e kembraeg. Kousket e chomas ar raktres goude-se koulz lavaret pa oa ar wikipedourien o krouiñ a-zevri ar wikipedia brezhonek. A-benn ar fin e voe lañset ar Wikeriadur da vat e miz Du 2006 gant Erwan a savas ar bajenn degemer hag un implijer dizanv all. Goude dilezet an dachenn eo Yun a ziazezas an darn vrasañ eus ar patromoù yezhadurel hag ar pajennoù skoazell a oa da dalvezout da sichenn evit ar raktres da loc'hañ da vat e 2007.
[kemmañ] Liammoù diavaez
wikeriadur, ar geriadur frank.