Wiki
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Alies e vez implijet Wiki hepken e-lec'h Wikipedia.
Met e gwirionez, ur wiki a zo ur sistem merañ an endalc'h evit sevel lec'hiennoù gant pajennoù Web a c'hell bezañ krouet ha cheñchet gant an implijerien aotreet. Implijet e vez ar wikioù evit aesaat ar c'henskridaozañ. Ijinet eo bet ar wiki gant Ward Cunningham e 1995 evit ul lec'hienn war ar programiñ a voe anvet gantañ ar Wikiwikiweb. Dont a ra eus an hawaieg wiki wiki, dezhañ ar ster "buan" pe "laosk". E kreiz ar bloavezioù 2000 e teuas ar wikioù da vezañ emsavoc'h-emsavañ ken e vezont staget ouzh e meizad ar Web 2.0.
Hag eñ savet e 2001 eo deuet an holloueziadur Wikipedia ar wiki ma ya ar muiañ a dud da sellet outañ.
[kemmañ] Mont en-dro teknikel
Ar perzh dibar a c'heller kavout er wikioù pa seller ouzh ar sistemoù merañ an endalc'h all eo e c'hell an holl implijerien aotreet kaout ar memes gwirioù. Bez' e c'heller kemmañ traouigoù, ar (poentadur da skouer), koulz ha pajennoù a-bezh hep na vefe direizhet mont en-dro al lec'hienn evit kelo-se.
N'eus nemet ditouroù merañ ar merdeiñ bodet er patrom staget ouzh ar bajenn n'hallont ket bezañ cheñchet.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (br) ha (en) Lec'hienn MediaWiki