Yeoded
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Gozh Yeoded a zo bremañ ur gêriadennig e kumun Ploulec'h e Treger – Aodoù-an-Arvor, anvet ar Yeoded e brezhoneg (ha "Le Yaudet" e galleg).
Ur chapel a zo eno anvet Itron-Varia ar Gozh Yeoded hag ur pardon brudet a vez dalc'het d’ar 15 a viz Eost.
Er chapel-se ez eus un delwenn eus ar Werc'hez astennet en he gwele, ar pezh a zo ral-bras, hag a laka an dud da soñjal eo un aspadenn eus amzer ar Romaned, hag eus ur relijion rakkristen.
Furchadegoù a zo bet graet war al lec'h hag a ro da c'houzout e oa al lec'h-se un oppidum da vare ar Romaned.