Yezh enteuzel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un seurt yezh sintezel eo ur yezh enteuzel (saoz. fusional language). Disheñvel eo ar seurt yezhoù-se diouzh ar re daspegel dre ma vez unanet meur a vorfemenn bete ma vez diaezet dielfennañ pep morfemenn unan hag unan, evel da skwer an alamaneg pe al latin:
- der Mann : ar ger-mell strizh der a verk war un dro ar jener (gourel), ar c'has (nominativel) hag an niver (unander)
- amo: al lost-ger -o a verk war un dro an doare (mod) mod, an tu-gra, kentañ gour unander, amzer vremañ
An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa a zo yezhoù enteuzel anezhe mui pe vui.
[kemmañ] Gwelet ivez:
Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh sintezel Yezh daspegel Yezh liessintezel