Yezh minorelaet
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yezh minoralaet (saoz. minorised language) e vez graet eus kement yezh a vez komzet war un dachenn resis kichen-ha-kichen gant ur yezh all hag e lec'h e vez roet gwir (lezenn)ioù disheñvel d'an div yezh - aliesik a-walc'h n'eus gwir ofisiel ebet evit ar yezh izel hag a vez anezhi peuliesañ yezh c'henidik an dachenn-se. Minoralaet pe 'bihanaet' e vez ar yezh-se dre ret gant ar yezh all.
Neuze, pa reer gant an termen-mañ e vez keñveriet statud kevredel an eil yezh gant hini eben evel hini ar brezhoneg hag hini ar galleg.
Un nevez-c'her savet diwar ar saozneg eo hemañ evit ober an diforc'h etre yezhoù a seurt-se ha daou dermen all yezh bihan-niver pe yezh nebeut implijet:
Tennañ a ra an termen-mañ (saoz. 'minority language') d'an niver a dud a vez komzet ar yezh-se gante. N'eo ket kevatal atav na dre ret ur yezh yezh minoralaet evel ar c'hatalaneg hag a vez komzet gant kalz muioc'h a dud evel gant yezhoù ofisiel Unaniezh Europa evel ar malteg da skwer ha n'int ket yezhoù minorelaet.
Setu an termen a vez implijet gant Burev Europa evit ar Yezhoù Nebeut implijet. Ha koulskoude n'eo kevatal atav gant ur yezh minoralaet evel ar galizeg hag a c'hell bezañ implijet kalz gant ur bern tud bemdez.