Yezhoù mongek-mienek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù mongek-mienek (saozneg: Hmong-Mien), ennañ 35 yezh hervez Ethnologue komzet e su Sina (Guizhou, Hunan, Yunnan, Sichuan, Guangxi ha Hubei) dreist-holl met ivez e lec'hioù all eus gevred Azia, e Thailand, Laos, Viêt Nam ha Myanmar abalamour d'ar repuidi staliet eno goude bezañ tec'het kuit diouzh Sina 300-400 vloaz 'zo.
Goude Brezelioù Indezsina e tec'has kuit meur a vongeger davet Aostralia, ar Stadoù-Unanet ha broioù all evel repuidi ha kavet e vez eno kumuniezhioù bras pe vrasoc'h.
E mandarineg e vez graet miáo (苗) ha yáo (瑶) ouzh ar yezhoù-mañ. Gant an dud a ra gant ar yezhoù-se avata e vez graet meo/hmu ha mong/hmong anezhe. Brudetoc'h evit ar era ll eo ar ar stumm peogwir eo hennezh an hini a vez implijet evit ober diouzh o yezh o-unan gant ar gumuniezh repuidi vongeger a orin laosek aet d'en em staliañ er Stadoù-Unanet daoust ha ma nez ket ket implijet an termen hmong met miao e Sina e lec'h ma kaver an darn vrasañ eus ar vongegerion o chom. Diouzh an tu all avat e vez implijet an termen yao evit ober dave d'ar vroad yao hag un tremen sevenadurel an hini eo kentoc'h evit un tremen yezhadurel, rak ennañ e vez kavet tud o komz mieneg, yezhoù taoiiek-kadaiek, yieg koulz ha yezhoù mongek (pe miaoek). Gwelloc'h eo neuze implijout an termen Miened evit ober diouzh an dud a ra gant ar yezhoù yaoek pe mienek.
Earlier linguistic classifications placed the Hmong-Mien languages into the Sino-Tibetan language family, where they remain in many Chinese classifications, but the current consensus among Western linguists is that they constitute a family of their own.
N'eo ket gwall sklaer penaos e rank bezañ renket ar yezhoù mongek-mienek, na zoken pet yezh ha rannyezh resis ez eus, dreist-holl peogwir int bet levezonet-don peurliesañ gant ar yezhoù komzet tro-dro dezhe. Setu amañ an doare ma vez kinniget o renkañ gant Ethnologue:
- Yezhoù mongek
- Yezhoù bounouek
- Yezhoù tchouantchendienek (chuanqiandian)
- Mongek Njua
- Mongek Su Mashan
- Mongek Kreiz Huishui
- Mongek Biz Dian
- Mongek Reter Huishui
- Mongek Don
- Mongek Mervent Guiyang
- Mongek Mervent Huishui
- Mongek Norzh Huishui
- Mongek Chonganjiang
- Mongek Luopohe
- Mongek Kreiz Mashan
- Mongek Norzh Mashan
- Mongek Dô
- Mongek Kornôg Mashan
- Mongek Su Guiyang
- Mongek Shua
- Mongek Norzh Guiyang
- Mongek Daw
- Yezhoù paheungek (pa-hng)
- Paheungeg (pa-hng)
- Yezhoù Qiandong
- Mongek Norzh Qiandong
- Mongek Reter Qiandong
- Mongek Su Qiandong
- Yezhoù Xiangxi
- Mongek Kornôg Xiangxi
- Mongek Reter Xiangxi
- Yezhoù honteek (ho nte) (damsur e pelec'h e renkañ)
- Cheeg
- Yezhoù mienek
- Yezhoù biaoek-djaoek (Biao-Jiao)
- Mieneg biaoek-djaoek(Biao-Jiao Mien)
- Yezhoù mienek-djinek (Mian-Jin)
- Biaoeg-moneg (Biao Mon )
- Yaomieneg (Iu Mien)
- Kimmuneg (Kim Mun)
- Yezhoù zaominek
- Zaomineg (dzao min)
- Yezhoù biaoek-djaoek (Biao-Jiao)
Yezhoù unsilabennek eo ar yezhoù mongek-mienek evel an darn vrasañ eus ar yezhoù all komzet e Su Azia. Gante e vez implijet tonennoù kalz muioc'h evit yezhoù all er bed ha lod a gav dezhe e c'hellje bezañ bet dre bezañ levezonet gant ar re-mañ ma oa bet kroget yezhoù all komzet e Su azia d'ober gant tonennoù ivez, evel da skouer ar sinaeg, yezhoù tibetek-burmek all evel ar yieg, hag ivez ar yezhoù taiek, bet levezonet gantañ d'e dro war-lerc'h ar vietnameg.