Yezhoù sepikek-ramouek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
sepikek-ramouek
-
|
|
---|---|
Douaroniezh: | Papoua Ginea-Nevez |
Renkadur genel: |
Ur familh yezh vartezeus |
Disrannadurioù: |
Ar yezhoù a zo ur familh-yezhoù martezeus a liamm ar Yezhoù gapounek, ar Yezhoù Leonard Schultze, ar Yezhoù norek-pondoek, ar Yezhoù ramouek hag ar Yezhoù sepikek.
Ur c'hantvad a yezhoù a endalc'h ar yezhoù Sepikek-ramouek lec'hiet e diaz ar Sepik hag ar Ramou e Papoua Ginea-Nevez. Gant 200.000 a dud hepken ez int komzet. Fonologiezhioù eeun o-deus ar peurliesañ gant nebeut a gonsonennoù ha vokalennoù ha tonenn ebet.
Ar familh n'eo ket degemeret gant an holl. Hervez ar yezhonour Malcolm Ross ne vefe ket talvoudek, daoust ma tegemer tout hec'h izili estreget Youateg a laka er-maez eus ar Yezhoù ramouek. E lec'h ar familh sepikek-ramouek e kinnig ur familh Ramouek-sepikek izel a endalc'hfe ar Yezhoù Leonard Schultze hag ar Yezhoù sepikek.
[kemmañ] Disrannadurioù
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù sepikek-ramouek peurliesañ:
- Yezhoù gapounek
- Yezhoù Leonard Schultze
- Yezhoù norek-pondoek
- Yezhoù ramouek
- Yezhoù sepikek