Youenn Gwernig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Youenn Gwernig, bet ganet e Skaer e 1925, marvet e Douarnenez d'ar Meurzh 29 a viz Eost 2006 a zo ur barzh, ur c'haner, hag ur skrivagner (brezhonek dreist-holl, met ivez saoznek ha gallek). Eus e vicher e oa kizeller koad. Bevañ en deus graet er Stadoù-Unanet e-lec'h m'en deus graet anaoudegezh gant Jack Kerouac, ar barzh beatnik. Savet e oa bet gantañ Radio Tele Brezhoneg, ur gevredigezh evit difenn plas ar brezhoneg er skinwel, er bloavezhioù dek ha tri-ugent. E penn an abadennoù brezhonek eo bet ivez e FR3 Breizh er bloavezhioù pevar-ugent.
Gant Al Liamm dreist-holl eo bet embannet e skridoù brezhonek, ha gounezet eo bet Priz Langleiz 1996 gantañ evit hollad e varzhonegoù.
[kemmañ] Pladennoù
- Distro ar Gelted, LP, 1974
- E-kreiz an noz, LP, 1975
- Private people
- Emañ ar bed va iliz (CD, 1990)
- Foeter Bro / Just a traveller / Compagnon de route (CD, 1993)
[kemmañ] Levrioù
- An toull en nor (divyezhek brezhoneg-galleg), 1972
- An diri dir (teiryezhek brezhoneg-galleg-saozneg), 1976
- La grande tribu (romant, galleg), Grasset, 1982
- Un dornad plu (divyezhek brezhoneg-saozneg), Al Liamm, 1997
- Appelez-moi Ange (romant, galleg), Blanc Silex, 2002