Yvon Gourmelon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yvon Gourmelon (Yann Gerven diouzh e anv-pluenn), bet ganet e Plougastell-Daoulaz e 1946, a zo ur skrivagner brezhonek (danevelloù, romantoù), hag ur yezhoniour brezhonek (notennoù yezh) a vez pedet da gemer perzh e stajoù war ar brezhoneg. Bet en doa bet Priz Langleiz e 1986.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa bet e Plougastell-Daoulaz e 1946 en un en-dro brezhonek. Gant e ziv vamm-gozh, "treizhered soñjoù ha brezhoneg", eo en deus desket brezhoneg mat. Ober a raent goap ouzh sioù ar "brezhoneg beleg" a veze klevet en iliz. Mont a reas d'ar skol da Blougastell, ha d'al lise da Vrest da c'houde. Eno eo bet studier war ar matematik ha war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh-Izel.
Mont a reas da gelenner war ar matematik e penn kentañ ar bloavezhioù 1970. Dimezet da Agnes Helias, ur vrezhonegerez a-vihanik eus Bro-Vigoudenn, ez eas da Vulad-Pestivien da chom. Eno o deus desavet o fevar mab. Bet eo bet kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg e lise Gwengamp.
[kemmañ] Skrivagner brezhonek
[kemmañ] Oberennoù
[kemmañ] Dastumadoù danevelloù
- C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, Skol Vreizh, 1978
- Merc'hed klouar hag ifern yen, Al Liamm, 1995
- Plac'hedigoù o ler rous, Al Liamm, 1995
[kemmañ] Romantoù
- Brestiz o vreskenn, Planedenn, niv. 19, eil emb. Al Liamm, 1986
- Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here, 1989
- Bouklet ha minellet, Al Liamm, 1990
- Liv ruz an hesk, romant kazetenn embannet war Al Liamm da gentañ, ademb. Keit 'Vimp Bev, 2002
- War un ton laou, Skol Vreizh, 2003