5 Mae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1789 : bodet eo kannaded ar Stadoù Meur e Frañs.
- 1862 : trec'het eo ar soudarded c’hall gant arme Ignacio Zaragoza en Emgann Puebla e Mec'hiko.
- 1925 : dont a ra an afrikaneg da vezañ yezh ofisiel e Suafrika.
- 1936 : aloubet eo kêr-benn Etiopia gant soudarded italian.
- 1945 :dieubidigezh an Izelvroioù ha Danmark diouzh o alouberien alaman.
- 1949 : savidigezh Kuzul Europa
- 1976 : krouet eo an Talbenn evit Dieubidigezh Vroadel Korsika
- 2005 : addilennet eo Tony Blair ha strollad al Labour evit an trede gwech diouzh renk er Rouantelezh Unanet
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1813 : Søren Kierkegaard, prederour danat (m. 1855).
- 1818 : Karl Marx, prederour ha politikour alaman (m. 1883).
- 1846 : Henryk Sienkiewicz, skrivagner eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (m. 1916).
- 1911 : Andor Lilienthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat-soviedat.
[kemmañ] Marvioù
- 1821 : an impalaer Napoleon I (g. 1769).
- 1981 : Bobby Sands, stourmer en Irish Republican Army (g. 1954).
- 1995 : Mikhail Botvinnik, mestrc'hoarier echedoù rusian.
[kemmañ] Lidoù
- Devezh Kuzul Europa
- Deiz broadel
- Izelvroioù ha Danmark : devezh an dieubidigezh (1945)
- Cinco de Mayo e Mec'hiko.