28 Mae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1588 : ar Grande Armada, gant 130 lestr ha 30 000 den eus Spagn war o bourzh, a ya kuit eus porzh Lisbon da vont da dagañ Bro-Saoz (betek an 30 a viz Mae e vo listri o tont er-maez eus ar porzh).
- 1918 : dizalc’hiezh kentañ republik Armenia
- 1918 : dizalc’hiezh Azerbaidjan e stumm ur republik demokratel.
- 1932 : peurechu eo al labourioù evit serriñ mor-bihan ar Zuiderzee en Izelvroioù. Dont a ra da vezañ an IJsselmeer, ha tamm-ha-tamm e vo gounezet polderioù diwar e goust.
- 1937 : e San Francisco, e Kalifornia, digoradur ofisiel ar Golden Gate Bridge d’ar c’hirri gant ar prezidant Franklin Delano Roosevelt.
- 1940 : kodianañ a ra Belgia gant Alamagn.
- 1964 : savet eo an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina.
- 1974 : en Hanternoz Iwerzhon eo echu gant rannadur ar galloud etre ar c’hostezennoù, abalamour d’un harz-labour gant ar Brotestanted.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1759 : William Pitt ar Yaouañ, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet (m. 1806)
- 1779 : Thomas Moore, barzh saoznek eus Iwerzhon (m. 1852)
- 1884 : Edvard Beneš, politikour tchek (m. 1948)
- 1889 : Richárd Réti, mestrc'hoarier echedoù tchekoslovakiat
- 1908 : Ian Fleming, skrivagner saoznek, aozer levrioù James Bond (m. 1964)
[kemmañ] Marvioù
- 1843 : Noah Webster, skrivagner ha geriadurour amerikan (g. 1758)
- 1849 : Anne Brontë, skrivagnerez saoznek (g. 1820)
- 1916 : Ivan Franko, skrivagner ukrainek (g. 1856)
- 1959 : Robert Morton Nance, adsaver ar c’herneveg (g. 1873).
- 1982 : Henri Dyèvre, ijinour, dastumer lec’hanvioù brezhonek (g. 1893)
[kemmañ] Lidoù
- Devezh ar Republik en Azerbaidjan hag en Armenia
- Devezh ober traoù evit yec'hed ar merc'hed er bed.