17 Mae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1792 : krouidigezh Eskemmdi New York.
- 1809 : gant Napoleon I eo staget Stadoù ar Pab d’an Impalaeriezh c’hall.
- 1846 : ijinet eo ar saksell gant Adolphe Sax.
- 1935 : gant ministr nazi an Deskadurezh, Bernhard Rust, eo berzet kelenn an esperanteg e skolioù Alamagn
- 1940 : aloubidigezh Brusel gant armeoù Alamagn.
- 1970 : Thor Heyerdahl a laka da ouel war aod Maroko, da dreuziñ ar Meurvor Atlantel gant ur vag papiruz, ar Ra II hec’h anv.
- 1995 : dont a ra Jacques Chirac, a oa maer Pariz betek-henn, da vezañ Prezidant Republik Frañs.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1749 : Edward Jenner, mezeg saoz, kavadenner ar vaksin a-enep ar vrec’h (m. 1823).
- 1836 : Wilhelm Steinitz, meurc'hoarier echedoù tchek.
- 1904 : Jean Gabin, aktour gall (m. 1976).
- 1911 : Alberic O'Kelly de Galway, kazetennour echedoù ha mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1961 : Enya, kanerez iwerzhonat.
[kemmañ] Marvioù
- 1510 : Sandro Botticelli, livour italian (g. 1445)
- 1727 : an impalaerez Katarina I a Rusia (g. 1684)
- 1838 : René Caillié, ergerzher gall (g. 1799)
- 1838 : Charles Maurice de Talleyrand, diplomat gall (g. 1754)