Izelvroioù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Yezh ofisiel | Nederlandeg (Frizeg 'zo ofisiel e Friz hag an izelsaksoneg hag al limbourgeg 'zo anavezet da yezhoù rannvro) | ||||||
Kêr-benn | Amsterdam | ||||||
Statud politikel | Rouantelezh vonreizhel demokratelezh parlamantel | ||||||
Rouanez | Beatrix | ||||||
Kentañ Ministr | Jan Peter Balkenende | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
41 526 km² 18,41% |
||||||
Poblañs - 2001 - Stankter ar boblañs |
16 105 285 395/km² |
||||||
Moneiz | euro (€) | ||||||
Kan broadel | Wilhelmus | ||||||
Gouel broadel | [[]] | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .nl | ||||||
Kod pellgomz | 31 | ||||||
An Izelvroioù, anvet ivez Nederland, a zo unan eus stadoù Europa hag ur rouantelezh etre Belgia hag Alamagn. E framm ar rouantelezh emañ ivez an Antilhez Nederlandat hag Aruba. Abaoe an deroù emañ ivez an Izelvroioù en Unaniezh Europa, en AFNA, hag unan eus teir elfenn ar Beneluks eo ivez.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
E-kichen an anv ofisiel Koninkrijk der Nederlanden (« Rouantelezh an Izelvroioù »), e reer ivez er vro gant ur stumm berroc’h Nederland. Graet e vez ivez, e broioù all, gant un anv all, Holland, a vez pe a veze implijet e meur a yezh all hag a zo bet implijet e brezhoneg. Bezañ ez eo Holland avat anv unan eus broioù istorel an Izelvroioù (rannet hiziv an deiz e div broviñs), hag ober gant Holland e-lec’h Izelvroioù (Nederland) ne blij ket kaer da dud ar proviñsoù all, evel Limburg pe Friz (o deus ur yezh disheñvel-naet).
E skridoù brezhonek gwechall e c’heller kavout Holland hag ivez Hollandizien evit an dud ha hollandeg evit ar yezh.
[kemmañ] Istor
An douaroù en em led bremañ en Izelvroioù zo bet distank o foblañs e-pad pell, dre ma oant douaroù izel a veze beuzet gant ar mor ur wech ar mare. Goude an Henamzer e teuas war wel broioù bihan a oa e-barzh an Impalaeriezh Santel Roman ha German. An dugelezhioù hag ar c’hontelezhioù-se en em gavas en hêrezh familh an Habsbourged, pa voent impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman. Ganto e voe bodet ar broioù-se evel ur rann a-gostez eus an Impalaeriezh.
Goude marv Charlez Vvet e voe rannet e hêrezh hag en em gavout a reas ar Broioù Izel e dalc’h Fulup II, roue Spagn. Goude emgannoù relijiel ha politikel e tisklêrias an Izelvroioù e oant dizalc’h. Echuiñ a reas ar Brezel pevar-ugent vloaz gant Spagn e 1648. Seizh proviñs a voe unanet dre Unaniezh Utrecht, e 1579, da vont d’ober Republik ar Seizh Izelvro Unanet (anvet ivez ar "Proviñsoù Unanet"). Proviñsoù ar c’hreisteiz a chomas e dalc’h an Habsbourged avat. Kantved Aour an Izelvroioù a reer eus XVIIvet kantved, rak en he bleuñv e voe neuze ar Republik nevez, deuet da vezañ ur vro c’halloudus war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Ur perzh bras a voe kemeret gant tierned ar familh Oranje-Nassau, diskennidi bleiner an emsavadeg a-enep Spagn, ar priñs Wilhelm Iañ. D’ar mare-se ivez e krogas an Izelvroioù da gaout trevadennoù dre ar bed a-bezh.
Aloubet e voe an Izelvroioù gant ar C’hallaoued e dibenn an XVIIIvet kantved. Goude drouziwezh Napoleon, e 1815, e voe savet Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, a advode holl Broioù Izel an Impalaeriezh Santel Roman. Emsavadeg a voe e broioù ar c’hreisteiz e 1830, ha Belgia en em zistagas diouzh an Izelvroioù. Ne voe anavezet dizalc’hidigezh Belgia gant roue an Izelvroioù, Wilhelm Iañ an Izelvroioù, nemet e 1839. Ur broviñs e gevred Belgia, Luksembourg, a chome stag ouzh an Izelvroioù dre ma oa roue an Izelvroioù e penn ar vro-se, gant an titl arc’hdug. E 1890 avat e voe torret al liamm-se, pa varvas ar roue Wilhelm III an Izelvroioù : kemeret e voe e blas war tron an Izelvroioù gant e verc’h Wilhelmina met ne c’hellas ket houmañ bezañ anvet e penn Luksembourg abalamour da lezennoù an hêrezh a vire ouzh ar merc’hed a vezañ e penn ar vro-se. Distag-krenn e voe Luksembourg hag an Izelvroioù hiviziken.
En XIXvet kantved e kreskas impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù, gant Indez Nederlandat ar Reter hag Indez Nederlandat ar C’hornôg.
Neptu e chomas an Izelvroioù e-pad ar Brezel bed kentañ. En Eil brezel bed avat ne c’hellas ket ober heñvel pa voe aloubet gant arme Alamagn e miz Mae 1940. Dieubet e voe e 1945. Goude-se n'eus ket fellet d'an Izelvroioù bezañ neptu ha kenlabouret o deus a-zevri en aozadurioù etrebroadel : gant Belgia ha Luksembourg e voe savet un unaniezh anvet Beneluks ; mont a reas an Izelvroioù e-barzh an aozadur milourel etrebroadel anvet AFNA ; adalek 1957 e voe ezel eus Kumuniezh Europa (zo deuet da vezañ Unaniezh Europa). Degemer a reas an euro da voneiz e 2001, da gemer lec’h moneiz ar vro, ar florin.
En XXvet kantved e klaskas an Izelvroioù, en deroù, mirout ouzh Indez Nederlandat ar Reter a zont da vezañ dizalc’h, met en aner, ha dont a reas Indonezia da vezañ dieub e 1949. Plaenoc’h e voe an traoù e lodennoù all eus an impalaeriezh trevadennel, evel e Surinam, a zeuas da vezañ emren da gentañ, e 1954, ha dizalc’h da vat e 1975.
[kemmañ] Ar gêr-benn
Hervez ar vonreizh eo Amsterdam ar gêr-benn met en Hag (Den Haag pe s-Gravenhage e nederlandeg) emañ sez ar gouarnamant, palez ar rouanez hag un darn vat eus ar c'hannatioù.
[kemmañ] Kêrioù all
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |