Al-Idrisi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Al-Idrīsī, a oa e anv leun Abu Abdallah Muhammad Ibn Muhammad Ibn Abdallah Ibn Idris al-Qurtubi al-Hasani, a oa un douaroniour hag ul louzawour genidik eus Maroko. Ganet eo bet e Sabtah (hiziv Ceuta), war-dro 1100, ha marvet eo war-dro 1165. Brudet eo abalamour d’e skridoù, dreist-holl e levr douaroniezh anvet Kitâb Nuzhat al Mushtâq pe Kitâb Rudjâr pe Levr Rojer. Savet e voe al levr-se war c’houlenn Rojer II, roue norman Sikilia, evit reiñ displegadennoù diwar-benn ur gartenn vras, savet gant Al-Idrīsī.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn buhez Al-Idrīsī. Moarvat e oa bet ganet e Ceuta, el lodenn eus hanternoz Afrika a oa neuze en impalaeriezh an Almoravided, war-dro 1099 pe 1100, en ur familh eus an noblañs. Graet en dije e studioù e Córdoba. Beajet en dije e Maroko, en Andalouzia, e Portugal, ha marteze ivez en Azia-Vihanañ : degaset en deus, eus e veajoù, danevelloù ma vez taolennet douaroniezh ha plant ar broioù gweladennet gantañ. Ne ouzer ket mat penaos e oa deuet da Sikilia, met erruet e oa e Palermo e 1139. Galvet e vije bet gant ar roue norman Rojer II da zont d’e lez, evit sevel ur gartenn vras eus ar bed, en arc’hant, hag evit sevel ul levr da reiñ displegadennoù war e labour. Triwec’h vloaz e vo ouzh ar stern. Ne glever ket komz diwar e benn ken, ur wech echu al labour-se, e 1158. Kavout a ra d’an istorourien e varvas etre 1164 ha 1180.
[kemmañ] E labour douaroniour
Pa erruas e Palermo e 1139, e stagas da sevel kartenn ar bed ha displegadennoù diwar he fenn e stumm ul levr. Ar gartenn a reer Tabula Rogeriana anezhi e latin, hag al levr 'Geografia'. D’an hollad e roer an anv Nuzhat al-mushtāq fī ikhtirāq al-āfāq, hag anavezetoc’h eo evel Kitab Rudjar, Levr Rojer. Sellout a reer ouzh labour Al-Idrisi evel unan eus ar gwellañ labourioù kartennouriezh er Grennamzer. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 1157. Un diverrañ eus al labour-se a voe embannet, en arabeg, e 1592, ha troet e voe e latin evel Geographia Nubiensis, hag embannet e Pariz e 1619.
Diwezhatoc’h, e 1161, e voe adembannet e labour gant Al-Idrisi, klokoc’h c’hoazh, dindan an titl Rawd-Unnas wa-Nuzhat al-Nafs (Plijadur an dud ha levenez an eneoù), hag anavezet eo ivez dindan an anv Kitab al-Mamalik wa al-Masalik (Levr ar rouantelezhioù hag an hentoù).
E Levr Rojer ez eo taolennet Sikilia, Italia, Spagn, Hanternoz Europa, ul lodenn vat eus Afrika, ha Bizantion : taolenniñ a reer deomp ar broioù hag an dud. Un anaoudegezh spis, evit e amzer, a ziskouez Al-Idrisi kaout eus Soudan hag an Nil. E labour, evel ma c’hoarveze alies gwechall, n’eo ket diazezet war ar pezh en deus gwelet hepken, met ivez war traoù bet adkontet dezhañ gant beajourien all. Dre-se ne c’heller ket fiziout penn-da-benn e desteni. Daoust da se eo chomet talvoudus e gartennoù e-pad pell. Hag implijet int bet da vare ar « C'havadennoù bras », gant beajourien evel Kristol Goulm.
[kemmañ] Al louzawour
Gouiziek e oa war dachenn ar plant hag al louzoù ivez, evel ma weler gant e levr anvet Kitab al-Jami-li-Sifat Ashtat al-Nabatat (Levr zo ennañ deskrivadurioù berr eus ar plant). Studiet en doa kement skrid a oa en amzer-se diwar-benn al louzeier ha kaset en doa e ouiziegezh pelloc’h eget hini ar C’hresianed kozh. En e levr e kaver anvioù louzeier e c’hwec’h yezh disheñvel : sirieg, gregach, perseg, hindieg, latin ha berbereg.
Ouzhpenn skrivañ diwar-benn al louzawouriezh hag an douaroniezh e skrivas Al-Idrīsī ivez diwar-benn al loened hag al loenoniezh. E oberenn skrivet en arabeg a voe troet e latin. Talvoudus eo chomet e labourioù d’an douaroniourien e-pad meur a gantved, en Europa koulz hag er bed arab.