Aquilo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aquilo eo anv avel an Hanternoz, yen ha kriz, e mojennoù Roma. Klotañ a ra gant Boreas e mojennoù Hellaz. Diskouezet e vez evel urr c'hozhiad, dezhañ blev gwenn a-fuilh.
Bez ez eo unan eus ar «Ventus Venti» (ar Pevar Avel ), mab da Éole (Aiolos e gregach) hag Aurora (pe Eos), gant Favonius, Vulturnus hag Auster.
Meneget e vez gant Circius hag Aparctias en Istorioù Naturel Plinius.
[kemmañ] Lennegezh
Brudet eo ar werzenn-mañ, gant Jean de La Fontaine :
Tout vous semble Aquilon, tout me semble Zéphyr .
Troidigezh dieub: Pep banne avel deoc'h zo kriz 'vel avel viz, Din-me avat eo par d'un avelig klouar.