Aiolos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aiolos zo anv daou zen hag un doue.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
Αἴολος / Aíolos eo e gregach (Éole e galleg).
[kemmañ] An dud
Anaout a reer:
- Aiolos, mab da Hellen ha d'an nimfenn Orseis, hag o doe bugale e-leizh, nemet n'anaver nemet pevar anezho Sisif, Atamas, Krete ha Salmone.
- un Aiolos all a oa mab-bihan da Hellen.
[kemmañ] An doue
Aiolos eo doue an Avelioù e mojennoù Hellaz kozh.
[kemmañ] Ar vojenn
Da gentañ e oa un den marvel, en Odisseia Homeros bepred. Eno eo mab da Hippotès, ur roue marvel eus Eolia, mignon d'an doueed, hag en deus bet mestroni war an avelioù a-berzh Zeus.
Hervez ur vojenn all e veve en Eolia, un enez war-neuñv, hag e oa mab da Boseidon.
Ren a rae war an avelioù , a zo serret en ur c'hev en Inizi Eolian, pe en ur sac'h-lêr. N'o lez da vont da redek nemet pan en devez urzh digant Zeus. Pa c'hoari e benn e-unan ha pa laosk an avelioù hep kaout urzh ne vez nemet korventennoù, peñse ha distruj.
Evit skoazellañ Ulises e roas dezhañ seier-lêr an avelioù. Ne oa nemet unan anezho a oa ennañ an avel vat. Met martoloded Ulises a oa o klask gwin a zigoras an holl, ha neuze e savas ur gorventenn spontus.