Ares
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ares (gresianeg: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa mab da Zeus ha da Hera, hag unan eus daouzek doue meur an Olimp. Doue ar brezel hag ar gouren e oa. E zoare taer ha feuls avat, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, na hini an dud outañ.
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud Hellaz, douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù.
[kemmañ] Ares ha Meurzh
Plijout a rae kenañ avat da dud Roma, ha kemmesket e voe gant o doue Meurzh.