Aureolus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Manius Acilius Aureolus (ganet e ? - marvet e 268) a oa ur jeneral marc'hegiezh roman e-pad ren an impalaer Galian. Meur a emsavadeg a waskas evitañ, hini ar Macriani en-o-zouez. Sevel a reas a-enep dezhañ avat hag en el glevout a reas gant Postumus en doa krouet ur riez dizalc'h e Galia. Gant difennadeg Galia hepken e oa troet egile d avat, ha ne gasas skoazell ebet da Aureolus a voe sezizet e Milan e 268. Embann a reas bezañ impalaer goude marv Galian, met en em zaskorañ a reas da g-Claudius Gothicus. Lazhet e voe gant ar warded pretorian.