Impalaeriezh roman ar Reter
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Lodenn reterañ an Impalaeriezh roman eo bet Impalaeriezh roman ar Reter. Impalaeriezh Bizantion e vez graet eus outañ peurliesañ. Kergustentin a oe e gêrbenn diwar youl hag anv Kustentin Iañ e 330, ur gêr a oa e anv kozh Bizantion pa oa bet krouet evel un drevadenn gant tud Megara e 667 kent Jezuz-Krist. Setu perak e vez komzet eus ar Vizantiniz, annezidi ha renerien an impalaeriezh.
[kemmañ] Tiriadoù Impalaeriezh roman ar Reter
- Ledenez ar Balkanoù
- Azia Vihan
- Tiriadoù e Su an Danav
- Kiprenez ha Kreta
- Egipt
- Palestina
- Siria
- Mezopotamia an Norzh
- Ravenna e Norzh Italia aloubet e 540 pa glaske ar Vizantiniz adc'hounit Italia.
[kemmañ] Istor
Orin an eil impalaeriezh a zo bet an diarkiezh (ren doubl) a stalias an impalaer Diokletian e 285 evit ma vefe difennet harzoù ar Reter ouzh ar Varbared. Betek dismantr Impalaeriezh roman ar C'hornôg e chomas unanet a-walc'h e-keñver ar Gwir an div lodenn, met rannet e voe an Impalaeriezh roman e 395 etre daou vab Teodosius Iañ, Arkadius ha Honorius . Diforc'hioù bras a-walc'h a oa e-keñver ar sevenadur pa oa al latin yezh ofisiel ar C'hornôg hag ar gresianeg yezh ofisiel ar Reter. Un Imperator a rene al lodenn gentañ hag ur Basileos an eil lodennn.
E 476 e voe dismantret Impalaeriezh ar C'hornôg gant ar Vandaled pa chomas bev hini Kergustentin ur milved-pad. E 410, pa oa Arkadius o ren e Kergustentin hag Honorius e Ravenna, e voe aloubet Roma gant ar Wizigoted, Alarik er penn anezho. Dindan Teodosius II, mab Arkadius, e voe aloubet tiriadoù an Norzh gant an Huned hag e asantas ar Basileos kinnig un truaj d'o roue, Attila. Etre 435 ha 438 e voe embannet Kod Teodozios, dastumad al lezennoù abaoe 312. Dindan an impalaerien Pulkeria (c'hoar Teodosius II) ha Markianos e oa trubuilhet ar vuhez politikel gant an tabutoù relijiel pa dage disivouder pe disivouder an Iliz soutenet gant ar galloud. Er VIvet kantved en em ledas impalaeriezh ar Reter hag e talc'has Justinianus Iañ (527-565) adgounit ar C'hornôg. Hemañ a zastumas al lezennoù e Kod Justinianus ivez.