Balizenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur valizenn a zo ur merk graet gant an dud evit sikour ar merdeiñ. Diskouez a ra pelec’h ez eus dañjer pe ur ganol. Gallout a ra ar merk-se bezañ ur boue, ur douribell pe ur berchenn. A bep seurt a zo, hervez o stumm, o liv, pe ar sked a daolont da noz.
Darn anezhe o deus ur bouder pa vez mogidell.
Gallout a reer digemmañ:
- Ar merkoù en o unan, a ro da c'houzout un dra bennak, hep netra muioc'h.
- Ar merkoù kardinal a zo diazezet eo war ur reizhiad norzh/reter/su/kornouaeg.
- Ar merkoù lateral, a ziskouez kanolioù, diazezet eo war ur reizhiad babourzh/stribourzh.
Taolenn |
[kemmañ] Ar merkoù en o-unan
[kemmañ] Lec'h un dañjer
Diskouez a reont ur garreg vihan, e-kichenik pe dindan ar valizenn. Gallout a ra ar valizenn bezañ lakaet ouzh babourzh pe ouzh stribourzh.
- stumm : a bep seurt;
- liv : du, gant ur vandenn ruz pe meur a hini;
- arouez : div voulenn zu;
- gouloù : gwenn;
- dastalm : daou sked lerc'h-ouzh-lerc'h.
[kemmañ] Lec'h dizañjer
Kavet e vezont dreist-holl e penn kanol ur porzh.
- stumm : kranenn;
- liv : ruz ha gwenn:
- arouez : ur voulenn ruz;
- gouloù : gwenn;
- dastalm : a bep seurt.
[kemmañ] Merkoù ispisial
Diskouez a reont a bep seurt : tachenn miret gant an arme pe ar morlu, funioù hag eoulsanioù dindan vor, lec'hioù ma vez moret traoù, tachenn miret evit ar plankennoù-dre-lien…
- liv : melen;
- arouez : tric'horn melen;
- gouloù : melen;
- dastalm : a bep seurt.
[kemmañ] Gwelet ivez
- merk kardinal
- merk lateral
- tour-tan
- merk-mor