Morlu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.

Ur morlu a zo lodenn nerzhioù milourel ur riez lakaet prest da gas en-dro emgannoù diwar listri brezel pe girri dour ha douar war lennoù bras, morioù ha meurvorioù. War listri splujer ha nijerezhioù lestret e c'hell bezañ graet an oberatadennoù brezel ma 'z eus ezhomm.
Goude m'en deus bet ar morluioù harpet gant diorren ar c'hehenterezhioù hag hini ar c'hanolioù hag ar missilioù e ya o roll muioc'h troet ouzh ar mont pell e berr amzer eget rolloù an difenn hag an alouberezh a zo bet o lod kantvedoù-pad. D'ar morluioù eo gwareziñ an hentoù-mor ha bezañ gouest tagañ porzhioù ha savadururioù war an aod hiziv. Troet eo roll ar morluioù herzel ar morluioù enebour ouzh kas o nerzhioù da bell. Chañchet eo bet roll morluioù ar 5 riezoù nukleel pennañ p'o deus gallet sevel un nerzh dibennadiñ e-keñver ar riezoù bihannoc'h o nerzhioù milourel.
[kemmañ] Istor
Goude m'eo bet ijinet implij ar bagoù evit ober ar brezel e oe klasket kreskiñ tiz ha leizh al listri brezel gant nerzh ar roeñvoù, ar re-se embreget gant roeñverien azezet war dostoù anvet ar galeoù. E Henc'hres e veze listri divroeñvegek ha lestr teirroeñvegek a c'helle lestrañ milourien war droad prest da dagañ al listri enebour goude ma oa bet toullet o c'houc'h gant ar beg ar staoñ. Farded o deus ar Romaned galeoù brasoc'h gant tostoù war beder ha war bemp rez ivez, ar galeoù pederroeñvegek ha pemproeñvegek. Ar galeoù hag a veze kaset dre nerzh an avel ivez evit diskuizañ ar roeñverien a zo bet implijet evit ar brezel betek divezh ar Grennamzer hag un tammig pelloc'h war ar Mor Kreizdouarel. Pa oe posubl lestret meur a ganol aes da leuniañ buan e tiorroas ar morluioù milourel dre lien hag ez eas da get ar galeoù milourel. Listri fresk e oa ar galeoù ken ne c'hellent ket merdeeiñ war ar meurvorioù nag e-pad ar goañv kennebeut.
Da vezañ kendalc'het