Bernadette Soubirous
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bernadette Soubirous, Marie-Bernarde Soubiroux, hec'h anv ofisiel, ganet d'ar 7 Genver 1844 e Lourdes, marvet d'ar 16 Ebrel 1879 e Nevers, a zo bet ur santez katolik, hag he deus tennet brud eus emzizkouezioù ar Werc'hez Maria e lavare he doa gwelet en ur c'hev e Lourdes. Lidet e vez he gouel d'an 18 a viz C'hwevrer.
[kemmañ] Bugaleaj
Milinerien e oa he zud, François Soubirous (1807-1871) ha Louise Castérot (1825-1866) e kêriadenn Boly e-lec'h m'eo gant Bernadette. 9 krouadur a zo bet ganet en tiegezh, met 5 anezho n'o deus bevet pelloc'h eget oad ar babigoù. E 1854 e ya ar vilin da freuz-stal ha an naon a zo lod Bernadette hag he familh. Ne c'helle ket deskiñ lenn ha klañv e chome alies. Ur plac'h koant e oa koulskoude hervez an dud. Ur spered relijiel kreñv a oa ganti ha p'he deus ket desket mat ar c'hatekiz. Setu perak e lavare : [...] dibabet on bet gant ar Werc'hez pa 'ouien ket tra.
Kaset eo bet da chom e ti he moereb ha maeronez, Bernarde Castérot (1823-1907) da servij evel matez en he ostaliri.
Tiegezh Bernadette a ya da lojañ en ur toull-bac'h kozh ha ar c'hwec'h anezho a zo rediet chom en ur c'hambr bihan (ur c'hellig kozh), 3,77 x 4,40 m e vent. E 1857, tamallet eo bet François Soubirous gant laeronsi daou sac'h flour. Ha eñ, inosant war a greder hiziv, kaset d'an toull. Kouezh a ra e diegezh en dienez bras.
[kemmañ] Emzizkouezioù
Bernadette Soubirous he deus lavaret e wele pa yae da glas keuneud a-hed ar stêr Gâve e-pad darnvuiañ ar bloavezh 1858. Eno e vije bet gwelet ganti un "itron wisket e gwenn" 18 gwech etre an 11 a viz C'hwevrer hag ar 16 a viz Gouere. D'an navet gwech, diwar komzoù ar Werc'hez Mari e tiskoach ar plac'h un eien dour dindan kev Massabielle, e maezioù Lourdes.
Da vezañ kendalc'het