Emgann
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Emgann | |
---|---|
mouezh aotreet | Gaël Roblin |
Krouidigezh | 1983 |
Sez | BP 70215 22202 Gwengamp cedex emgann@iquebec.com |
Kazetenn | Combat Breton |
Anv ofisiel | Emgann (Strollad an tu kleiz dizalc'hour) Emgann-MGI (Mouvement de la Gauche Indépendantiste) |
Lec'hiennoù internet | Emgann.org Emgann Bro-Dreger Emgann Bro-Roazhon Emgann Bro-Naoned |
{{{option-3}}} | {{{valeur-3}}} |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | broadelouriezh, sokialouriezh |
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall | {{{gall}}} |
Kenvreuriadur european | {{{european}}} |
Kenvreuriadur etrevroadel | {{{etrevroadel}}} |
Livioù* | ruz, du |
Lec'hienn internet | www.emgann.org |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Emgann a zo ur strollad broadelour breizhat eus an tu-kleiz. Klask a ra gounit dieubidegezh Breizh ha sevel ur gevredigezh reishoc'h, gant muioc'h a zoujañs evit an endro. N'en deus dilennad ebet.
Diazezet e voe Emgann e 1983 goude ma oa bet dilennet François Mitterrand da brezidant Frañs. Dieubet en doa hemañ emsaverien ar FLB a oa en toull-bac'h, lamet kuit en doa raktres kreizenn nukleel Plogo, ar pezh en deus degaset kemmoù bras en emsav.
En em livañ a ra Emgann evel enep-kevalour hag enep-gouennelour. Unan eus e berzhioù pennañ a zo natur e dutadur. Er c'hontrol d'an darn vrasañ eus an emsavioù radikal, e izili n'int ket studierien pe kelennerien met tud dilabour pe gant an R.M.I.
[kemmañ] Dilennadegoù
Kemer a ra Emgann perzh en dilennadegoù met gwan e vez e zisoc'hoù. E 1989 e tizhas ur roll bleiniet gant un emsaver eus Emgann, Herve ar Beg, 9,8% e Gwengamp. Peurliesañ, avat, n'en deus ket an nerzhioù ret da ginnig rolloù evit an dilenadegoù-kêr. En dilennadegoù-kanton e tizhas unan eus e emsaverien, Fulup Kadored, 5,04% eus ar mouezhioù e Boulvriag.