Falanouk
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Eupleridae | ||||
Iskerentiad : | Euplerinae | ||||
Genad : | Eupleres | ||||
Anv skiantel | |||||
Eupleres goudotii Doyere, 1835 |
|||||
|
Ar falanouk (eupleres goudotii) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an eupleridae a vez kavet e Madagaskar hepken. Gant e gendirvi, ar fanaloka hag ar fosa, eo an ezel nemetañ eus an iskerentiad euplerinae. Gwagrenn fraezel ebet a zo gantañha ne c'hell ket kuzhat e skiltroù. Divellkeineged ha buzug a vez o tebriñ dreist holl ha dibarr eo e zent abalamour d'an dra-se. Kompez ez eo e zent-lagad hag e gildent kentañ.
Er c'hoadegoù glaviek eus kreiz ha gwalarn ar vro e vez o vevañ dreist holl. Tachenadell eo ha gantañ e-unanig e vev. Un aneval-noz eo. E-pad an deiz e vez o kousk e-barzh toulioù pe douarennioù bihan. Muzuliañ a ra war-dro 50 cm gant ul lost a 24 cm hag heñvel eo ouzh ur vañgoust dre e feson. Gell eo e vlevad.
Kiniget eo ar falanouk gant distrujadur e annez ha gant ar c'hion-ti a hemolc'h anezhañ. Da ral tre eo aet.
[kemmañ] Isspessadoù
Bez ez eus div isspesad :
- Eupleres goudotii goudoti a vev e reter ar vro
- Eupleres goudotii major a vev e kornog ar vro