Front d’Alliberament de Catalunya
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Front d’Alliberament de Catalunya (FAC) ("Talbenn evit Dieubidigezh Katalonia"), krouet e 1969, a oa ar c'hentañ strollad broadelour armet hag a difennet tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh er Broioù Katalanek.
Krouet e oa bet dre unaniñ disrannourion a gozh bet izili eus Consell Nacional Català (CNC, "Kuzul Broadel Katalonia") gant disrannourion yaouank bet stummet e Joventuts Obreres d’Estat Català ("Yaouankizoù Micherour Stad Katalonia")
Er pen-kentañ ne raent nemet skrivañ luganoù war mogerioù fora, met tamm-ha-tamm e krogas ar re yaouankañ da verniañ danvezioù-darzh ha armoù. Reiñ a reas FAC muioc'h a blas d'an ober fetis kentoc'h evit d'an ideologiezh pe d'ar strategiezh. Klask e reont sevel strolloùigoù armet un tammig e pep lec'h a-benn lakaat pobl Katalonia he he fezh da difenn dishualded ar vro dre un emsav armet a-benn ar fin.
Evit a sell ouzh o c'hredennoù ideologel e kave da FAC e ranke bezañ unanet ar stourm broadel hag ar stourm sokial ha difenn a raent ivez unvanidigezh an holl Broioù katalanek daoust ha ma oa staliet hag oberant an aozadur e Priñselezh Katalonia nemetken.
Etre 1969 ha 1972 e oa bet kaset da benn gante ur c'hant gwalldaol bennak, dreist-holl a-enp da savadurioù tost ouzh renad Franco, en ur glask chom hep lazhañ den ebet.
Da geñver ar I Emvod-Meur e 1973 e oa bet kemmet FAC penn-da-benn, rak divizet e oa bet leuskel a-drek an daore talbenn politikel ledan evit dont da vezañ ur strollad marksour-leninour levezonet -don gnt ar vaoouriezh tost ouzh Partit Comunista de Catalunya (PCC, "Strollad komunour Katalonia").
Embann a reas ur gelaouenn anvet Catalunya Roja ("Katalonia Ruz").
E 1976 e oa bet krouet Moviment Revolucionari de Catalunya (MRC, "Luskad Dispac'hel Katalonia") evit talvezout da skourr bolitikel ar strollad armet.
Mont a reas FAC da get e 1977 ur wezh skarzhet renad Franco ha un nebeud mizioù war-lerc'h e oa bet divodet MRC da heul.