Katalonia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Katalonia (Catalunya e katalaneg ha Catalonha en okitaneg), a zo ur vroad istorel eus tu biz ledenez Iberia, a bep tu d'ar Pireneoù. Rannet eo e div velestradurezh dishañval-bras: diouzh un tu emañ Kumuniezh Emren Katalonia e-barzh Stad Spagn abaoe 1716, anvet ivez Katalonia ar Su (Catalunya del Sud pe Catalunya hepmuiken), ha Katalonia an Norzh (Catalunya del Nord pe Catalunya Nord), e Stad Frañs abaoe 1659. E-keñver istor e klot gant ar pezh e oa Priñselezh Katalonia.
Un darn eo Katalonia eus ar Broioù Katalan.
[kemmañ] Kêrioù
- Katalonia ar Su:
- Barcelona, kêr-benn ar Gumuniezh Emren, ha proviñs Barcelona, hag ivez lakaet da vezañ kêr-benn Katalonia, ha kêr-benn ar Broioù Katalan.
- Girona, Lleida, Tarragona (o-zeir kêr-benn pep a broviñs)
- Olot, Sabadell, Terrassa, Reus, l'Hospitalet de Llobregat, Santa Coloma de Gramenet.
- Katalonia an Norzh:
- Perpinyà, kêr-benn departamant Pireneoù ar Sav-Heol.
- Prada de Conflent
[kemmañ] Douaroniezh
Bevennet en norzh gant Andorra ha Frañs (Okitania), er su gant Bro-Valencià, er reter gant ar Mor Kreizdouar hag er c'hornaoueg gant Aragón. Bevennoù hedred ha ledred 3º 19' 59,94'' hedred el lec'h ar muiañ er reter, 0º 9' 41,69'' hedred el lec'h ar muiañ er c'hornaoueg, 42º 51' 45,97'' a ledred norzh evit al lec'h ar muiañ en norzh 40º 31' 27,56'' a hedred norzh evit al lec'h ar muiañ er su.
[kemmañ] Levrlennadur
- Al Liamm, niv. 98, 1963, niverenn ispisial diwar-benn Katalonia
|
|||
Katalonia · Bro-Valencià · Inizi Balearez · Andorra · Franxa de Ponente · Alguer · el Carxe |