Gaius Julius Priscus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Gaius Julius Priscus a oa un alouber roman hag un ezel d'ar ward bretorian e-pad ren Gordian III.
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa bet Gaius Julius Priscus e Bostra, Shabaa hiziv, e-kichen Damask e Siria. Mab e oa da Julius Marinus, ur penn-bras eus ar vro. N'anavezer ket anv e vamm, met e vreur a oa Marcus Julius Philippus a yeas da impalaer roman dindan anv Fulup an Arab. Hervez un nebeut enskrivadurioù e oa Gaius Julius Priscus prefed e Mesopotamia, procurator e Macedonia ha isrener bro-Egipt. War dro 242 e yeas e-barzh ar ward bretorian ha pa varvas Timesitheus, prefed ar bretoridi, e kendrec'has Gordian III da anviñ e vreur en e lec'h.
Pa oa lazhet Gordian III e 244 e yeas Philippus d'an impalaer nevez ha Gaius Julius Priscus a chomas er reter da reol an darn-mañ eus an impalaeriezh evitañ. Strizh a oa e ren ha, oc'h heulian urzhioù e vreur, e tastumas taosoù pouner. Atizañ a reas an dra-se emsavididigezh Marcus Iotapianus met seblout a ra e deuas a-benn Priscus d'e drec'hiñ.
[kemmañ] Emsavidigezh a-enep Decius
Goude faezhidigezh e vreur gant Decius en em embannas Piscus impalaer er reter. Gant ar c'hoted en em gevredas ha dont a benn da c'hontroll ar reter a reas e-pad ur marevezh bennak met c'hwitañ a reas da aloubiñ ar c'hornôg. Lazhet a oa e-pad ren Trebonianus Gallus moarvat.