Gouelan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Ur gouelan gris
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Charadriiformes | ||||
Kerentiad : | Laridae | ||||
Genad : | Larus | ||||
Anv skiantel | |||||
Laridae Vigors, 1825 |
|||||
|
Gouelaned, pe gouelini, a reer eus un toullad evned eus ar c’herentiad Laridae, dreist-holl re ar genad Larus. Kar int da laboused-mor all evel ar skraved (Sternidae), ar goded pe an ereved (Alcidae).
Laboused krenn int, gwenn pe louet alies. Pigosoù kreñv o deus ha pavioù palvezek. N’eus diforc’h liv ebet etre ar pared hag ar parezed. Ar re yaouank avat a vez disheñvel a-walc’h diouzh o zud : e-pad o bloavezh pe o daou vloavezh kentañ, e vezont teñvaloc’h : gouelaned rous a reer anezho
En arvor e vev ar gouelaned dre vras, ral eo ez afent en donvor. Spesadoù anezho a c’heller kavout en douaroù. Barrek int da neuial met ne splujont ket kalz. Sevel a reont o neizh war an douar, a-vandennadoù peurliesañ. En em vagañ a reont diwar besked ha krestenneged bihan. Spesadoù zo, a vev tost d’an dud, a ra o mad eus hon dilerc’hioù boued, a gavont tu pe du, el lastez alies.
Ar spesad stankañ en hor bro eo ar gouelan gris. Spesadoù all evel ar gouelan louet, ar gouelan kein du pe ar gouelanig maskl du a weler kalz ivez e Breizh. An anv gouelanig a roer d’ar spesadoù bihanañ anezho hep na vez atav splann ar c’hemm rak lod eus ar speadoù gouelaniged a zo brasoc’h eget lod eus ar gouelaned. An dud n’int ket boas ha n’anavezont ket al laboused a ra gouelaned eus an holl anezho.
[kemmañ] Un nebeud spesadoù gouelini
- Gouelan arc'hlas, Larus glaucoides
- Gouelan beg gwalennek, Larus delawarensis
- Gouelan beg moan, Larus genei
- Gouelan bras, Larus marinus
- Gouelan c'hoarzher, Larus atricilla
- Gouelan Korsika, Larus audouinii
- Gouelan gris, Larus argentatus
- Gouelan gris ar c'hreisteiz, Larus cachinnans
- Gouelan gwenn, Pagophila eburnea
- Gouelan kein du, Larus fuscus
- Gouelan louet, Larus canus
- Gouelan penn du Rusia, Larus ichthyaetus
- Gouelan sterenn, Larus hyperboreus
- Gouelanig Bonaparte, Larus philadelphia
- Gouelanig korr, Larus minutus
- Gouelanig lost forc'hek, Larus sabini (Xema sabini)
- Gouelanig maskl du, Larus ridibundus
- Gouelanig penn du, Larus melanocephalus
- Gouelanig roz, Rhodostethia rosea
- Karaveg pavioù du, Rissa tridactyla
[kemmañ] Levrlennadur
- Jones, Islyn, Laboused an Arvor, troet diwar ar c'hembraeg gant Tudual Huon ha Padrig an Habask, Embannadurioù Al Lanv, 1984